Panjab (Pakistan)

Proviñs Panjab e Pakistan

Panjab (ourdoueg, pandjabeg: پنجاب, panj-āb, "pemp dour", "pemp stêr") zo ur broviñs eus Pakistan, an eil proviñs vrasañ war-lerc'h Baloutchistan, hag an hini bobletañ, gant 110 012 442 a dud e 2017.

En-dro da Banjab emañ Sindh, Baloutchistan, Khyber Pakhtunkhwa, tiriad Islamabad hag Azad Kashmir e tu Pakistan, ha Panjab, Rajasthan ha Jammu ha Kachmir e tu India. Lahore eo ar gêr-benn, ur gêr a bouez evit Pakistan a-fet ar sevenadur, an istor, an ekonomiez hag al lec'h m'eo diazezet industriezh sinema Pakistan[1].

Tudet eo Panjab abaoe pell zo. Er vro-se e voe kavet ar roudoù kentañ eus Sevenadur Traoñienn an Indus (2600 vloaz kent J.K.), e Harappa. Meur a lec'hienn eus ar Glad bedel, gwarezet gant UNESCO, zo e Panjab, evel Liorzhoù Shalimar, Kreñvlec'h Lahore pe Kreñvlec'h Rohtas[2].

  1. "Bollywood to Lollywood". Retrieved on 14 Gouere 2016. Archived from the original on 26 Eost 2016. 
  2. Properties inscribed on the World Heritage List - Pakistan

Developed by StudentB